Paris
Goulwena a gej gant Joséphine Maubian. Nevez en em gavet e Pariz eo. Goude daou vloavezh kentañ e aotreegezh Skiantoù Politikel e Reims, un trede bloavezh Erasmus e Milan, emañ e Master 1 Melestradurezhioù Publik abaoe miz Gwengolo. Tik eo gant ar gwir pubik. Er memes amzer eo enskrivet e eil bloavezh aotreegezh fizik e Sorbonne Pierre Marie Curie, gant kentelioù a bell. Dedennet eo gant al liamm etre energiezh ha politikerezh, diplomategezh. He buhez nevez e Pariz a blij dezhi kenañ : ar mirdioù evel hini Orsay pe he c’harter. Lec'hienn Richelieu zo unan eus div lec'hienn bennañ Levraoueg Vroadel bro Frañs, gant hini François Mittterand (pe Tolbiac). Al lec'hienn goshañ eo ivez. E-pad 12 vloaz eo bet renevezet, digor eo en-dro abaoe miz Gwengolo. Gweladenn gant Padrig ar Bev. E Ti ar Vretoned, nebell diouzh ti-gar Montparnasse, e kej Thelo gant Ewen Lescop. Gitarour eo er strollad Aroun : ur strollad a son tonioù da zañsal eus Breizh er festoù-noz hag er baloù folk kostez Pariz. Ar gitar n’eo ken nemet un dudi dezhañ avat. Enklasker eo er CNRS e Gif sur Yvette e biologiezh strukturel, da studiañ ar vuhez el live atomek. Ewen Lescop oa bet unan eus skolidi gentañ Diwan e Lambaol-Gwitalmeze e 1977. Daou don a ginnig ar strollad Aroun deomp : tonioù Hanter-Dro ha Plinn. Er strollad emañ Ewen Lescop gant ar gitar, Emilie Le Goff gant ar vombard, Loïg Chéron gant an akordeon, Leïf Lecaudey gant ar biniou, Jean-Marie Merizio gant an tamboulinoù. Emilie Le Goff a son bombard er strollad Aroun ivez. Eus ur boan galon eo e fell dezhi komz da C’houlwena avat. Skolaerez ha renerez ur skol eo e-kichen Versailhez ha Trappes. Desket he deus brezhoneg. C’hoant kreñv he deus da zistreiñ da Vreizh da gelenn, met goude ma vije bet sinet un emglev etre ar Stad ha Rannvro Breizh e miz Meurzh evit kreskiñ ar c’helenn divyezhek ha goude ma vankje skolaerien vrezhonek ne deu ket a-benn da vezañ anvet e Akademiezh Roazhon. Evelti e c'hortoz skolaerezed all postoù divyezhek e Breizh. Bali Breizh à Paris. Goulwena an Henaff rencontre Joséphine Maubian. Joséphine vient d’arriver à Paris. Après deux premières années de licence Sciences Po à Reims, une troisième année Erasmus à Milan, elle est depuis septembre en Master 1 Administrations Publiques et passionnée par le droit public. Parallèlement, elle est aussi inscrite en deuxième année de licence de physique à la Sorbonne Pierre Marie Curie, en cours à distance. Elle s’intéresse au lien entre énergie et politique, diplomatie. Sa nouvelle vie à Paris lui plaît bien : visites de musées comme celui d’Orsay, son quartier… Le site de Richelieu est l’un des deux principaux de la Bibliothèque nationale de France, avec celui de François Mittterand (aussi nommé Tolbiac). C’est le berceau de la BnF. Après douze années de restauration, il est réouvert depuis septembre dernier. Visite commentée par Patrick Le Boeuf qui y travaillait au Département des Arts du Spectacle jusqu’en janvier 2022. La région parisienne compte de nombreux bagadoù et cercles celtiques, et depuis longtemps. Parmi les 38 bagadoù hors de Bretagne, 7 sont en région parisienne. Le Bagad Kêriz a été fondé en 1980 à Clichy. Yann-Fañch Le Coz nous en raconte l’histoire, lors d’une répétition. À la Mission bretonne, non loin de la gare Montparnasse, Thelo Mell rencontre Ewen Lescop. Il est guitariste au sein de Aroun : un groupe qui fait danser dans les festoù-noz et les bals folk de la région parisienne. La guitare n’est qu’un loisir pour lui. Ewen est aussi chercheur au CNRS. Ewen fut des tous premiers élèves de Diwan à Lampaul-Ploudalmézeau. Le groupe Aroun nous propose deux séries d’airs Hanter-Dro et Plinn. Dans le groupe figurent Ewen Lescop à la guitare, Emilie Le Goff à la bombarde, Loïg Chéron à l’accordéon, Leïf Lecauday au biniou, JM Meurizier au « cajon ». Emilie Le Goff joue donc de